LFE – niverenn | 311 |
LFE – unicode | œ |
LFE – skeudenn | |
X-SAMPA | 9 |
Selaou |
---|
Unan eus ar vogalenn a eil renk eo ar vogalenn damzigor a-raok ront, treuzskrivet [œ] hervez reolennoù al lizherenneg fonetikel etrebroadel, ganti an niverenn dave 311. Klotaat a ra gant ar vogalennoù a gentañ renk [ɛ].
Disheñvel eo an arouezenn-mañ diouzh homañ [ɶ], implijet evit treuzskrivañ ar Vogalenn digor a-raok ront.
E brezhoneg e talvez ar vogalenn talvez ar [œ] da alofonenn an arc'hfonem |Œ| e vogalennou berr, d.s. "meurded" ['mœrdet] keit ha ma kavet an alofonenn [ø] e pa ver hir ar vogalenn, d.s. "breur'" ['brø:r].